
16-17 a viz Gwengolo 2023
Ti-karter Keryann
Roazhon, Frañs
Day(s)
:
Hour(s)
:
Minute(s)
:
Second(s)

DEUIT DA OBER ANAOUDEGEZH GANT AN EKOLOGIEZH POLITIKEL
Devezhioù an Ekologourien e Breizh a vo aozet e Roazhon d’ar 16 ha d’ar 17 a viz Gwengolo 2023.
En devezhioù-se e lakaer war wel liesseurted an ekologiezh politikel e Breizh a-bezh hag en he c’hornioù-bro, e-pad un dibenn-sizhun festus etre mignoned ha mignonezed. Un darvoud foran eo gant stummadurioù, emgavioù, prezegennoù, abadennoù a bep seurt. Aozet eo DEB evit an eil gwech, war-lerc’h re Brest warlene.
Devezhioù an ekologourien e Breizh zo aozet gant Europa Ekologouriezh Re C’hlas Breizh asambles gant strollad lec’hel Roazhon.
Ur bern strolladoù lec’hel all a gemer perzh e aozadur an atalieroù (an Alre, Bro an Oriant, Roazhon, kreisteiz ha kornôg Roazhon, Brest…).
Un oberenn stroll eo hag a zo entanus-bras.
AN DEVEZHIOÙ BERR-HA-BERR
Palioù
-
Lakaat liesseurted an ekologiezh politikel war wel
-
Aozañ un abadenn hag ur fest etre mignoned ha mignonezed, en-dro d’an talvoudoù ha d’ar mennozhioù ekologel
- Bodañ oberourien an ekologiezh politikel e Breizh
-
Reiñ startijenn en-dro da stourmerien·ezed an ekologiezh e Breizh
Devezhioù glas ha digor
-
Digor d’an neb a gar : keodedourien·ezed, kevredigezhioù, kenstrolloù stourm, strolladoù ekologel hag eus an tu kleiz, tud eus ar gevredigezh
-
Gant ur bern tud pedet : dilennidi, izili eus kevredigezhioù stourm, tud eus ar gevredigezh…
-
Ret eo bezañ enskrivet evit mont e-barzh (priz frank)

ATALIEROÙ
Atalieroù prientet gant hor strolladoù lec’hel, aozet en diabarzh hag en diavaez. Evit kaozeal eus temoù a bep seurt, ha gwelet ivez an oberoù fetis war an dachenn.

EMVOD HOLLEK
Un emvod hollek ma vo roet ar gaoz da dud arbennik war an tem-mañ
GEOPOLITIKEREZH NEVEZ EUROPA

PLIJADUR ASAMBLES
Un nozvezh dudius en un ekolec’h e Roazhon, d’ar Sadorn, evit mont pelloc’h gant ar gaoz e-ser ebatal e lec’h all ha debriñ koan.